Kousto pe gousto
Gant Anna Jaouen ez a Mael Diraison war tachenn gwirioù ar maouezed dre heuliañ stourm taer unan anezho, ur stourm evit dreistbevañ. Sevel a ra un istor berr, dielloù ar bloavezhioù 60 ennañ : manifesterezed skuizh o klevout Bez brav ha serr da veg.
Bevañ a ra e harozez, un intanvez yaouank bet manket, en ur bed o kemm : emañ an adlodennañ hag ar mekanikoù o tegouezhout. Daoust d’ar cheñchamantoù-se e kendalc’h pouezh ar baotred war buhez ar merc’hed. Iskisat prantad eo hini an Tregont Vloaz Glorius etre an araokadennoù az a buan tra ma chom tabou c’hoantoù ha frankizoù sokial ar merc’hed. Karantez a vez kanet gant ar Yeyeed, tomm o c’halonoù gant ar rock met genel ur bastard pe komz brezhoneg n’hall ket bezañ modern.
En aergelc’h pounner-mañ, daoust da feulster an dud e vez dousaet an istor a-drugarez d’ar skeudennoù doare ul livadenn anezho.
Vous pouvez retrouver aussi cette page en français.
ANNA JAOUEN
ANNA JAOUEN
gant Mael Diraison (2018 - 20’)
En ur vro gant cheñchamentoù ekonomikel don war ar maezioù e krog ur bed nevez gant muioc’h a frankiz. Anna Jaouen a gont istor ur redadenn, ur stourm evit chom bev, ur vaouez a gerzh rak n’he deus ket ar choaz. Neuiñ pe veuziñ an hini eo ha n’he deus ket c’hoant-hi mervel.
>>> ur film produet gant Anna Lincoln, Kalanna Production
Un istor familh
Un istor familh
gant Mael Diraison
Daoust ma vez lodennet gant familhoù diniver e chom dianavezet an istorioù diforc’h dre guzh. Goloet ma vezont gant poultrenn ar vezh, dalc'het en un amzer dremenet hudur (echu dre chañs) eo diaes kavout testennioù ar maouezed o doa diforc'het a-raok lezenn Veil. An istorioù-se ne sellont ket ouzhomp ken ?
Annie Maguet e oa anv ma mamm-gozh. A-raok dizoloiñ ar wirionez diwar-benn he marv e oa anezhi evidon maouez he disglavier, ur poltred a-istribilh ouzh moger ti ma zud. Anna Jaouen a zo skeudenn ma mamm-gozh evel m’am eus faltaziet anezhi.
E penn kentañ em boa c'hoant reiñ d'ar vaouez ordinal-se danvez un harozez, da gontañ eeun petra a dalv diforc'hañ dre guzh. C'hoantet em boa e vefe treuzkaset gant Anna he dieubidigezh hag he nerzhioù stourm dre ar film-mañ.
Ijinet, skrivet ha sevenet e brezhoneg hag e galleg e kinnig ar film un dudenn gwriziennet e fin ar bloavezhioù 50 e Breizh-Izel. Gant he darempred gant ar yezh e c’hallje Anna komz kreoleg, gant mestroni he c’horf, bezañ poloniadez, ha gant cheñchament trumm he endro e c’hallje bevañ e Brazil. Liammet eo niver ar vrezhonegerien o rouezaat gant lamm ekonomikel ar rannvro : dindan ur rummad e oa kazi aet ar yezh da get. Nac’hañ a rae an dud treuzkas anezhi d’o bugale evit reiñ planedenn welloc’h dezho.
Setu ar goulenn savet gant he c’hoar-gaer digant Anna : Peseurt dazont a roi d’az pugale ?
Mael Diraison
Mael Diraison
Ganet eo Mael Diraison e 1987 e Roazhon ha bevet en deus e vugaleaj e Penn-ar-Bed. D’e 19 vloaz en deus bet c’hoant da zizoleiñ ar vuhez wir : paouezet en deus e studioù evit labourat er gourmarc’hadoù. A-drugarez d’ar skiant prenet-se e chom dedennet gant tem al labour ha gant ar sokiologour Bernard Friot.
Tro e 21 vloaz e kave gwelloc’h ober c’hoariva. Evit dont a-benn d’e raktres e kase pizzaioù, burgerioù ha sushioù da di an dud. Bremañ e rann e amzer etre ar skrivañ hag al labour er pretioù. Daoust ma vez koul seveniñ filmoù berr e ranker klask war-lec’h e vara !
COMMENTAIRES